Mont d’an endalc’had

Dorchester (Dorset)

Eus Wikipedia
Ur pennad Dorchester zo ivez.
Kreiz-kêr Dorchester.

Dorchester (distaget [ˈdɔːrtʃɛstər] e saozneg) zo ur gêr eus Bro-Saoz, pennlec'h kontelezh Dorset. Emañ etre Poole ha Bridport, war an hent bras. Ur greizenn genwerzh eo Dorchester, a-gozh, war lez ar stêr Frome.

E Dorchester e oa ar skrivagner Thomas Hardy o chom, ha gant ar gêr-se e voe awenet evit sevel e romant The Mayor of Casterbridge.

Da vare niveradeg 2011 e oa 19 060 annezad o chom e Dorchester.

Dont a ra anv Dorchester eus an anv latin Durnovaria, deuet eus ur ger brezhonek kar d'hon ger dorn.

E hensaozneg e oa Dornwaraceaster (an anv "ceaster" a veze roet e hensaozneg d'ar c'herioù a orin roman).

Evit Durnovaria : Rivet & Smith, p. 345-346

  • I.A. 48615 (Iter XV) : DURNONOVARIA; 4836 : DURNONVARIA / DURNOVARIA
  • Ravenna 10522 : DURIARNO

Talvoudegezh : pe "ar c'hreñvlec'h war ar stêr Arnus" ?, pe "meil-dorn (maen heñvel ouzh ur meilh-dorn) e-kichen ar stêr" .

------------------

Evit Dorchester : Eilert Ekwall

  • Dorcic, Dorciccaestrae, c 730 Bede
  • Dorceceaster, 635 ASC
  • Dorchecestre, DB
  • Dorkecestr, 1190 P

Talvoudegezh : diouzh ur wrizienn *derk- (breton derch, kembraeg drych = aspect), da lavarout : "bright or splendid place" = ur blas kaer-tre

Durnovaria e oa kêrbenn an Durotriges e koulz ar Romaned. War a seblant Maiden Castle e oa o c'hreñvlec'h (bet aloubet gant Vespazian war dro 44 goude J.-K.

Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù he deus Dorchester gant ar c'hêrioù-mañ[1] :

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.